E Gornaïss e vez kelennet ar sonenerezh hengounel dre gomz dreist-holl. N'eo ket ret anavezout ar solfej klassel. N'eo implijet ar skrid (tablaturioù, ur skritur aes a ro plas ar bizioù) nemet evit adkavout aesoc'h an tonioù, dreist-holl er penn-kentañ.
Chench a ra ar pedagogiezh hervez an animatourien, pep hin o vezan o zegas e respontoù d'ar goulenn vras a vez breman gant ar sonerezh hengounel. Penaos e c'hell ur sonerezh bezan kelennet e kevredigezhioù pe skolioù ha chom hengounel ? Hentoù all hag hini ar skolioù-sonerezh klassel a c'hell bezan kavet sur a-walc'h.
Ne vez ket klasket gant an animatourien derc'hel "skolidi". Evel evit ar c'hentelioù dans, klasket e vez rein ar c'hoant hag an tu da vevan ar sonerezh hengounel, da senin anezhi e-pad festoù, predoù, pe nozvezhioù digousk !
Un ober eo ar
sonerezh hengounel,
ha n'eo ket "un dra" da studian didermen !
degemer / kentelioù / gouelioù / sonerezh hengounel / piv eo piv / prizioù